Karta ConsoBreizh

Engouestlañ a ra bep embregerezh da sinañ Karta ConsoBreizh. Sed amañ he endalc'had :

  • An embregerezhioù a zo war www.consobreizh.com a rank bezañ oberiant e Breizh, da nebeutañ evit lod eus oc'h obererezh (Aodoù ar Arvor, Il-ha-Gwilen, Liger-Atlantel, Mor-bihan, Penn-ar-Bed, Marzoù Breizh). O sez sokial o deus eno, pe da nebeutañ un unvez heverk.
  • M'o deus en o gennad dezho o redioù resis, e engouestl an embregerezhioù da harpañ ar « made in Breizh » en o obererezhioù ha da harpañ ar « beveziñ mod Breizh » ouzh o fratikoù.
  • Ne c'hall nemet bezañ diwar o fenn an elfennoù embannet en o egorenn pe e forzh peseurt lodenn eus al lec'hienn. Ret eo d'ar re-se bezhañ diouzh meizad ConsoBreizh, ken klok a c'hall bezañ, gwirieg ha gwiriadus.
  • Pep titour da vezañ embannet a zo kontrollet a priori gant ConsoBreizh. Consobreizh ne c'hallje ket bezañ disklêriet kiriek d'un disklêriadur fals ouzh an DGCCRF.
  • Engouestlañ a ra an embregerezhioù da reiñ ConsoBreizh da c'houzout pa vo cheñchet forzh peseurt tra en o c'hinnig (da skouer o froduadur cheñchet ganto, adbrenet gant ur c'hevredad all, dindan adreizhadur pe dibennfreuzadur barnerezhel…).
  • Engouestlañ a reont embann elfennoù lezennel, o toujañ d'ur c'hopyright pe d'ur gwir d'ar skeudenn da skouer. Ret eo d'an elfennoù-mañ klotañ ivez gant ur publik frank ha liesseurt.
  • An elfennoù-mañ ne rank disteraat pe dinaturiñ ConsoBreizh, e izili, implij d'an internet pe Breizh (he sevenadur hag he ziriad dreist-holl).
  • An daou boent-se a zo evit lec'hienn ConsoBreizh, e gontoù rouedadoù sokial, pe e forzh peseurt lec'h all, enlinenn pe get, e lec'h ma c'hallfe graet ul liamm gant ConsoBreizh, e veizad pe e skeudenn.
  • Mirout a ra Consobreizh evitañ e-unan ar gwir da nac'h pe da zilemel kinnig un embregerezh na zoujfe ket d'ar garta. Ne c'hallo ket an embregerezh goulenn ma vefe roet en-dro ar sammadoù paeet.
  •  

 

Embregerezhioù diwezhañ
Rouedadoù sokial